Er bed melestradurel ez eus ivez tiriadoù dimezet dre heg gant unan all. Ar Franche-Comte da skouer a zo bet dimezet e 2015 gant ar Bourgogn ha n’eo ket bet eürus an dimeziñ. Hervez ur sondadeg bet graet n’eus ket pell zo, 60% eus Frankontiz a fell dezho en em zispartiañ diouzh an amezeg ha, dre-se, e vefe adsavet ar Franche Comte istorel he fevar departamant.
Daou emsav rannvroelour ar Mouvement Franche-Comté ha Oui, Franche Comté an hini eo o deus gourc’hemennet ar sondadeg-mañ. Arc’hiñ a reont e vefe teuzet ar pevar departamant evit sevel ur strollegezh Franche-Comte war patrom hini Elzas pe Korsika.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine