Ar radio publik e gouezeleg eo Raidió na Gaeltachta (RnaG) hag ar sizhun-mañ emañ lidet he 50vet deiz-ha-bloaz en Iwerzhon a-bezh hag e holl gumuniezhoù iwerzhonad a vez kavet un tamm e pep lec’h er bed. Gant Raidió na Gaeltachta e c’hell an holl c’haeltachtai bezañ liammet an eil gant eben. Eus Donnegal d’ar C’herry e c’hell ar re hag a zo ar gouezeleg o yezh-vamm hag o c’henyezh selaou ar memes programoù ha, war-se, kaout ur sevenadur boutin e-barzh ur vro saoznekaet penn-da-benn pe hogozik.
A-drugarez da RnaG e c’hell ar re a zo o teskiñ o yezh vroadel selaou komzerien a-vihanik ivez. Ha selaou muzik ar vro rak war Raidió na Gaeltachta e vez skignet eurvezhioù a vuzik hengounel eus Iwerzhon.
Savet e 1972 goude un hir a gabal renet gant Gluaiseacht Chearta Sibhialta na Gaeltachta, an emsav evit gwirioù keodedel annezidi ar gaeltchtai, e teuas a-benn RnaG da greskiñ en ur vro ma’z a da get ar yezh vroadel muioc’h-mui.
Ur sonadeg a zo bet an dibenn-sizhun-mañ er C’honemara evit lidañ an hanter-kant vloaz. A-benn miz e c’hello an holl dud he selaou en-dro war RTÉ One.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine