Adlañset eo bet Runje, ar gazetenn sizhuniek e gallaoueg !
E 2015 e oa bet embannet an niverenn gentañ gant Fabien Lécuyer met chomet e oa a-sav e 2019 goude muioc’h eget 300 niverenn. Treut e oa ar peurriñ evit yann gallaoueger abaoe. Hogen abaoe 2019 ez eus bet graet traoù evit yezh roman Breizh : un hentenn evit an dud deuet a zo bet embannet gant Institut ar Gallaoueg, kentelioù a zo e skolioù zo, kentelioù noz e parrezioù tro-dro da Roazhon ivez.
P’emaomp gant ar gallaoueg : disadorn dremenet, da geñver emvod-meur Institut ar Gallaoueg, eo bet sinet ar garta « Du galo dam Yan dam ver » gant kêr Ilfentig ‘tal kichen Monforzh e Il-ha-Gwilun.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Gallaoueg : Runje, an distro !”
N’eo ket ar « gallaoueg » ur yezh (komprenet hervez ar ster boutin a zo d’ar ger-mañ) met ur bern luc’hajoù n’o deus netra boutin etrezo, etre Pornig ha Pornizh, nemet ar galleg, a zo ar yezh roman nemeti ‘zo e Breizh.