E 2011 e oa bet graet ur c’hlub mell-droad diwar an daou a oa a-raok e Felger : an « AGL » hag an « Drapeau ». Evit bezañ efedusoc’h war an dachenn hag evit ma vefe aesoc’h ar merañ. Hogen, emañ renerien ar c’hlub o klask un anv nevez rak « AGL-Drapeau » a zo un tamm divlaz gouez dezho. N’eo ket ur souezh, gant ar re yaouankañ eo kentoc’h anvioù « etrebroadel » a zo bet kinniget : « Racing Club Fougères », « Fougères City Football » pe « Sporting Club Fougères ».
Met tud all a fell dezho e vefe dibabet un anv disheñvel, ma vefe lakaet ar pouez gantañ war ar fed emañ Felger e Breizh, « Fougères Bretagne Football Club » da skouer hervez Luc Dugré, bet prezidant an « Drapeau » gwechall.
Ur sondadeg a zo bet lañset gant ar c’hlub war e lec’hienn internet. An holl a c’hell kemer perzh ha kinnig un anv e… brezhoneg pe gallaoueg da skouer !
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine