Ne vo ket votet al lezenn nevez war an iwerzhoneg hag an ulster-skoteg a-raok votadegoù Stormont e Norzh-Iwerzhon, setu ar pezh a zo bet embannet dimeurzh dremenet gant Brandon Lewis, anezhañ sekretour meur evit Norzh-Iwerzhon er gouarnamant Johnson.
Ur « pakad » eo al lezenn nevez war ar gwirioù sevenadurel ha yezhel er c’hwec’h kontelezh. Ennañ e vo anv eus ar gouezeleg met ivez e vo diarbennoù evit an ulster-skoteg a vez komzet gant diskennidi skosiz al Lowlands o deus graet annez e Norzh-Iwerzhon.
N’eo ket deuet a-benn ar strolladoù republikan hag unvanour da gavout un emglev war al lezenn-se.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine