Evel e Breizh emañ marc’had al lojeiz dindan ar bec’h e Bro-Euskadi.
D’al lun 21 a viz meurzh, dirak prefeti Baiona, ez eus bet roet lañs d’ur c’houlzad kelaouiñ nevez gant EH Bai, ar strollad broadelour : « deomp da cheñch ren ar c’hoari » e anv.
C’hoari a ra ar strollad gant kodoù ar Monopoly evit sachañ evezh an dud. Diskouez n’eus ken ar re binvidik a zo o profitañ eus kresk ar prizioù eo ar pal. « Deomp da c’hoari evit ijinañ renoù nevez ! » eme an emsaverien.
Hag ar strollad a reklem ur statud a anneziad evel ar pezh a vez reklemet e Breizh hag e Korsika. Kenderc’hel a ra EH Bai da zivizout gant ar stad ivez, dre genskrivañ gant ar prefed Eric Spitz. Diarbennoù a zo bet lakaet e pleustr dija met fellout a ra d’an abertzale mont pelloc’h.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine