Galoweb : Ur chadenn web e… gallaoueg !

Ar videoioù kentañ a zo bet filmet ! Ar chadenn skinwell web kentañ e gallaoueg, Galoweb hec’h anv, zo vont da skignañ programoù e gallaoueg a-benn nebeut. Ganti e vo produet videoioù evit ar familhoù hag ar vugale da gentañ a-raok mont pelloc’h da c’houde.

Ar videoioù kentañ a zo o paouez bezañ filmet e Pluverin e Bro-Gwened. Mod « Toutouig » eo ar videoioù-se, da lavaret eo rimadelloù pe kanaouennoù dibunet pe kanet gant merc’hed ha paotred yaouank, en oad da gaout bugale bepred. A-barzh nemeur e vo moaien o sellet war galoweb.bzh.

Gant LB Krouiñ eo bet lañset Galoweb, da lavaret eo Lionel Buannic hag e skipailh. Gant an hevelep re e vez graet war-dro Brezhoweb hag Oc Tele endeo.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Galoweb : Ur chadenn web e… gallaoueg !”

  1. Gwilhmod dit :

    N’emañ ket ar brezhoneg da vezañ sellet evel al luc’hajoù gallaouek, yezh vroadel Breizh eo !

  2. Jacques dit :

    Kae da sutal, jakobreizhinour daonet ! Echu gant se, bevet ar gallaoueg, hor yezh roman eo !

    • Gwilhmod dit :

      N’heller ket keñveriañ brezhoneg ha « gallaoueg ». Hemañ n’eo ket unvvan etre Pordig ha Pornizh ! Pelec’h emañ o « Barzhaz Breizh », o skrivagnerien ? O skolioù brezhonek, hag all ? N’eo ket dedennet an dud gant ar gallaouegoù a zo holl komprenus pa gomzer galleg. E gwirionez ez eo ur stultenn evit gwanaat ar brezhoneg evel yezh vrodel Breizh, a zo eñ gouest da vezañ par d’ur yezh a vremañ ? Penaos e lavarit e ‘gallaoueg’ Fuc’hell etrekevandirel derc’hanel liespennek ?!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, RENNES, Sociétal

Gallo et Breton. La Brigade Albert Poulain revendique une action contre le local de l’UDB à Rennes

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Sociétal

[Exclu Breizh Info] Un collectif de défense du Gallo déplace les panneaux bilingues bretons depuis Le Verger (35) vers…le collège Diwan de La Bouëxière

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky