Emrenerezh evit Korsika, bruzunachoù evit Breizh [an Agora e brezhoneg]

Goude deiziadoù ha nozvezhioù a feulster en enezenn emañ Gerald Darmanin, ministr gall an diabarzh, o paouez embann e vo roet ur statud nevez a emrenerezh da Gorsika, m’eo addilennet Emmanuel Macron evel just.

War ar rouedadoù sokial, setu pennoù bras ha pennoù bihan an Emsav Breizh o klemmichat : « ha perak ne vo ket roet ar memes tra da Vreizh ? » « Poent eo d’ober manifestadegoù evel e Korsika ! » hag all, hag all. Fidamdoue ! Manifestadegoù gant piv ? Gant ar c’hant istrogell bennak az a d’ober an Emsav Breizh bremañ ? N’omp ket gouest ken d’ober ur vanifestadeg unvan e Naoned evit al Liger-Atlantel e Breizh ha darn o deus c’hoant defial ar stad gall ? Evit gwir ? Hiviziken ez eus ur vanifestadeg « antifa » hag ur vanifestadeg « neptu » bep eil pe tri bloaz e Naoned rak ne fell ket d’an antifaioù dibunañ e straedoù Naoned asambles gant « faskourien » (da lavaret eo an neb n’eo ket ruz e vlev). Nag evit-se e vefe ar vretoned e-tailh da lakaat miliadoù a emsaverien er straedoù oc’h atahinañ ar polis noz ha deiz ? Te ‘gomz ! Dibabet eo bet gant an Emsav dispenn roudoù ar c’haochism « strolladigigigigel » (groupusculaire) etrebroadel, war-se an holl dud « normal » o deus kuitaet an Emsav. Ne vez ket mui den ebet d’ar pardon !

Ar re yaouank an hini eo a zo e penn ar manifestadegoù e Korsika. Hag e Breizh ? An darn vrasañ eus ar re yaouank a ra foeltr-forzh eus Breizh, nemet pa vez anv a fichañ ur Gwenn-ha-du en ur festival bennak, hag ar re a gemer perzh c’hoazh en Emsav broadel a vez kentoc’h troet war ar « jener » pe an « enep-faskouriezh » anez komz eus an « studiadennoù queer ». Da lavaret eo, forzh petra, ragachadegoù didalvout eus Hall B Roazhon 2. Lazhet ha peurlazhet eo bet an Emsav n’eo ket gant an tu-kleiz met gant ar gaochism. E Korsika n’eo ket « nann-biner » a zo o chetal mein war ar fliked, gwir baotred ha merc’hed eus an Emsav Broadel ne lavaran ket !

Ur wech c’hoazh e vo roet muioc’h a c’halloudoù da Gorsika ha, ganeomp-ni Breizhiz, e vo dañset ar jabadao !

JB

Précision : les points de vue exposés n’engagent que l’auteur de ce texte et nullement notre rédaction. Média alternatif, Breizh-info.com est avant tout attaché à la liberté d’expression. Ce qui implique tout naturellement que des opinions diverses, voire opposées, puissent y trouver leur place.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

0 réponse à “Emrenerezh evit Korsika, bruzunachoù evit Breizh [an Agora e brezhoneg]”

  1. Gwilhmod dit :

    Gwir Bater eo. Petra ‘vo graet avat ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

Local, PONTIVY, Tribune libre

Kan ar Bobl : les associations pour le breton aux abonnés absents [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

Politique, Tribune libre

PNBgate : quand le Mouvement Breton se roule dans le ridicule [L’Agora]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky