Pater ha prezegenn hon doa selaouet diwar-benn « feulster ar polis » e-pad ar rave-party e Redon d’an 18 a viz even 2021 ! Dorn ur ravour a oa bet dispennet gant ur grenadenn daeraouiñ ha distrujet dafar ar soundoù sistem gant an archerien. Ur gwir brouenn e oa ar « faskouriezh o tont en-dro » a huchas ar c’haochisted d’ar mare-se evel just !
Siwazh dezho, n’eo ket bet klevet o c’hlemmicherezhioù gant lez-varn Roazhon. Didamallet eo bet an archerien d’al lundi 14 a viz meurzh. Hervez al lez-varn e oa « reizh ha ret implij an nerzh » gant ar soudarded. Hag evit ar pezh a sell ouzh an dorn dispennet ? « Ar manifestour an hini eo en deus kemeret ar grenadenn a oa war al leur. Tarzhet he deus en e dorn ha mat pell zo ».
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine