D’an 28 a viz here 2021 e oa bet trouz e kuzul-kumuniezh Bro-Zol ha Bae Menez-Mikael : deuet e oa emsavourion « Agir à Dol », o stourm a-enep ar pass vaksinel, da lavarout o soñj sklaer ha berr d’an dilennidi. Ne oa ket ar wech gentañ evit ar strollegezh da vanifestiñ mod-se, a-hed an hañv o doa en em dolpet an emsavourion dirak ti-kêr Dol da sevel o mouezh a-enep ar pass vaksinel !
Met d’an 28 a viz here e troas fall an traoù. A-benn ar fin e voe galvet an archerien gant an dilennidi ma c’houlennjont d’an emsavourion lakaat o maskl. Nac’hañ a reas unan anezho, ur vaouez en he hanter-kant vloaz, hag hi a huchal ouzh an dud (e galleg neuze) : «Collabos ! Vous allez voir quand la résistance va se mettre en action, nous allons nous occuper de votre cas »
Peadra da gas anezhi d’al lez-varn, anat. D’an 22 a viz c’hwevrer e oa galvet gant lez-varn Sant-Maloù (ur c’hant a dud a oa deuet d’he souten). Kondaonet eo bet d’ur c’hastiz a 500€ mui 100€ da bep dilenniad he doa huchet outo. Ar sizhun dremenet eo bet embannet ar varnadenn.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine