Ha bourdet e vo an transportoù àr vor etre an Oriant hag inizi ar Morbihan a-barzh nemeur ?
Kaset eo bet d’ar gompagnunezh Océane ur rakkem harz-labour get ar sindikadoù evit an 11-21 a viz meurzh. Reklem a ra an implijidi e vehe « gwellaet an aergelc’h sokial » en embregerezh. Trouz a oa bet er « C’hevraouiñ Bloaz Ret » ar bloaz-mañ ha ne oa ket kavet emglev ebet e fin an divizoù.
Un tamm dirollet eo ar mor àr ar marc’had, ‘pezh a dalv e vo direnket da vat an tremenerezh etre porzhioù ar Morbihan hag an inizi Groe, Hoedig, Houad hag ar Gerveur e-pad devezhioù moarvat.
Foto : kompagnunezh Océane
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine