Loudieg : freuz fregañ etre roumaniz

400 rouman a zo o chom e Loudieg ha kement-all e kumunioù tro-dro. Dreist-holl e Koedlinez, e bro Menez ma labouront e lazhti Kermene. O stalioù dezho o deus. Unan a zo e Loudieg da skouer hag unan all a zo e Koedlinez ma vez gwerzhet enne produioù eus Roumania.

Dre vras n’eus ket trubuilh gant ar gumuniezh-se. Estreget gant un nebeut Rromed eus Koedlinez hag o deus graet o annez e kreiz ar bourk. Er c’harter-se e vez gwelet alies kirri-tan an archerien o rodal. Pezh zo fentus avat : micherourien eo Roumaniz kreiz Breizh ha padal an darn vrasañ anezho o deus kirri-tan kaer-meurbet, BMW pe Mercedes, lufrus ken int lufrus. Bep dibenn-sizhun e vez gwelet o ferc’henned o walc’hiñ anezho er porzhioù gwalc’hiñ eus Kreiz Breizh da skouer.

Ha padal d’ar yaou 10 a viz meurzh n’eo ket eus kirri-tan a zo bet kaoz e lez-varn Sant-Brieg, eus taolioù kontili ne lavaran ket. D’an deiz-se e oa barnet ur Rouman eus Loudieg hag en doa kontellet ur c’henvroad.

D’an 02 a viz c’hwevrer e oa bet trouz etre ar paotr, 47 vloaz, micherour en atantoù, o chom e Loudieg hag un amezeg, rouman eveltañ, diwar-benn ur gartenn-vank. 1400€ a vefe bet tennet deus kont an hini kentañ gant an eil. Trouz, safar, taolioù dorn ha taolioù kontili da heul. An daou zo dindan boeson, dreist-holl paotr e gontell hag en doa 2,5g a alkol er gwad ! Zao ! Un taol kontell kentañ dindan an troad : ur rogadenn ken hir a 15cm ! Hag unan all er c’hof da heul : 23 cm ar wech-mañ. Hag unan all er flankoù. A-benn ar fin e chomo ar reuzied etre bev ha marv e-pad devezhioù.

Deiz ar varnadenn, hini ebet ne oar galleg, dav eo gervel ur jubennour.

A-benn ar fin kondaonet eo bet paotr e gontell da bemp bloavezh toull-bac’h (daou gant goursez). Met dre ma oa bet kraouiet e-pad 25 miz dija neuze e tivizas al lez-varn e c’hello ar paour-kaezh chom er gêr, gant un dro-vrec’h elektronek.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Plañvour/Gwidel : petra c’hoarvez get ar Jipsianed ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

TER BreizhGo : ar c’hemenadennoù e brezhoneg hag e gallaoueg hiviziken !

Découvrir l'article

Agriculture, E brezhoneg, FOUGERES, Local

Il-ha-Gwilun : an FDSEA a nac’ho ar c’hontrolloù hiviziken

Découvrir l'article

Loudéac

Championnats de France Piste Elite 2025 : Rendez-vous au vélodrome de Loudéac en janvier 2025

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine

Landreger (Bro Dreger) : ur skol Diwan a-benn an distro-skol !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

Ar bleiz en e slip : ul levr nevez evit ar vugale e brezhoneg met…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local

Perroz (Bro Dreger) : a-benn ar fin e vo savet ur greizenn Pierre & Vacances er C’henkiz !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Ar Releg-Kerhuon (29) : Dindan OQTF, dindan boeson met o tagañ an dud gant kontilli !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Petra ? Petra ? An dilennidi eus ar C’huzul departamant 35 o deus manifestet ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Un delwennig en enor da Vartial Ménard o vezañ kizellet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky