Ha c’hwi az peus soñj eus afer Anna-Chloe, diwar anv ur plac’hig afrikan a-orin kouezhet war ur bank en ur skol brevez eus Chambery e miz kerzu 2021. Trouz ha safar a oa bet graet gant ar vamm. Hervezi « e oa bet bountet ha skoet he merc’h gant bugale gouennelour ». Eus peseurt liv ar « vugale gouennelour » ? Deoc’h da ijinañ tudoù…
Abaoe miz kerzu ne klever ket mui anv eus an afer-se. Christophe Dechavanne, Cyril Hanouna, Alizée ha begoù plapous all o doa kontet graet trouz, kontet forzh petra, mann ebet evit chakad o genoù memestra. « Eurioù teñvalañ hor istor » gouzout a rit… Hag ur sapre yalc’had arc’hant a oa bet rastellaet da geñver an afer, war ar marc’had…
Manier pasionaria ar stourm a-enep an harellerezh er skolioù eo deuet mamm Anna-Chloe da vezañ, betek sevel hec’h embregerezh dezhi hag he c’hevredigezh. Koach a-enep an harellerezh er skolioù eo bremañ war a seblant.
Brav ! Met perak an diaoul ne zistro ket en he bro da gas he stourm ? Rak ur c’hamerounadez eo Madeleine Lunet, mamm Anna-Chloe.
A-hend all, war he fajenn Facebook e kas fotoioù eus tud o pegañ luganioù a seurt-se war mogerioù Bro-C’hall : « on veut des écoles antiracistes« . Ha ma ? Ha pelec’h ez eus « skolioù gouennelour » e Bro-C’hall ? Er bannlevioù an embroaderezh a-enep ar re wenn da skouer ?
Mod-all e weler splann eo mamm Anna-Chloe ur vaouez enframmet e Bro-C’hall pa weller seurt foto war he fajenn Facebook :
He « broad da gentañ » ? Met perak ne zistro ket en he bro justawalc’h ?
Foto : pajenn Facebook Enfants de la lumiere avec notre foi
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine