Yvan Colonna taget en toull-bac’h gant un islamour a zo etre marv ha bev [hizivadur 3] gourhun goude-anoksek

[Hizivadur 3] Emañ Yvan Colonna o paouez bezañ kaset da ospital Marseille. E gourhun goude-anoksek eo hervez e vreutaer.
[Hizivadur 2] Poltred an tagour, ur penn gall 36 vloaz anezhañ troet d’an islam ha bet o stourm en Afghanistan.
[Hizivadur 1] Tolpadegoù a vo fenoz dirak prefetioù hag is-prefetioù Corti, Aiacciu ha Bastia da 6e30 GM evit souten Yvan Colonna ha reklem e vefe dibrizonet an holl brizonidi korsad. Galvet korsiz da gemer perzh gant an holl strolladoù broadelour : Ghjuventu Independantista, Ghjuventu Paolina, Core in Fronte, Femu a Corsica, Corsica Libera, …
[Pennad orin] Taget eo bet ar prizoniad politikel korsad Yvan Colonna e toull-bac’h Arles ar merc’her mintin-mañ gant ur den er vac’h eveltañ. Drouglazhet e vefe bet goude bezañ kaset d’an ospital met n’eo ket a-unvouezh ar boliserien hag ar vreutaerien war ar poent-se. Etre bev ha marv e vehe hervez e vreutaer.
Un islamour eo an tagour, bet toullbac’het en Afghanistan kent.
Kaset e oa bet Yvan Colonna d’an ospital ha lakaet dindan analer artifisiel.
Goulennet en doa Yvan Colonna bezañ dibrizonet meur a wech pe kaset e toull-bac’h Borgu e Korsika. En aner. Abaoe bloavezhioù emañ e toull-bac’h kreiz Arles e Provañs gant prizonidi dañjerus-tre.
Alain Ferrandi ha Pierre Alessandri, barnet ha kondaonet e-barzh afer Erignac, a c’hellfe bezañ dibrizonet ivez me chom a reont en toull-bac’h. Ha zo gwasoc’h : Bloavezhioù goude bezañ bet kondaonet o deus holl ur statud a zDPS c’hoazh !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
 
 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International, Politique

E Korsika, Mossa Palatina a vo war ar renk evit an dilennadegoù kannaded

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar « c’hraf korsad »

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Korsika : ur skol bublik dre soubidigezh e Portivechju a-benn miz gwengolo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

« A Chjama Patriotta » ur strollad dizalc’hour nevez e Korsika

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

Gwall-daolioù e Korsika : an FLNC a samm atebegezh anezho !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire

L’Etat profond a-t-il fait tuer Yvan Colonna ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Korsika : Alanu Ferrandi hanter dieub !

Découvrir l'article

A La Une, E brezhoneg, International, Justice, Société

Korsika : Hanter dizalc’h e vo Alain Ferrandi d’e dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Société

Korsika : (Hanter) dibrizonet eo bet Pierre Alessandri ! [Video]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Société

Korsika : (Hanter-)dieub e vo Pierre Alessandri

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky