Reoù zo a zo anavezet evel ar bleiz gant ar polis en o c’horn-bro met ne vir ket outo da genderc’hel d’ober gwalloberioù c’hoazh hag adarre.
E Kemper, d’ar 27 a viz c’hwevrer e oa bet serret daou zen gant ar polis. O stlejal ur c’harr-tan e oan ha padal n’en doa hini ebet an aotre-bleinañ. Unan n’en doa biskoazh klasket e dremen hag egile a oa bet suspentet e hini e-pad 6 miz.
Evel just e oa boeson ganto, an hini koshañ a oa bet kondaonet a-raok evit bezañ bleinet dindan kannab hag an hini yaouankañ a zo dibaper hag e labour er-maez lezenn. Brav !
Ur meneg nemetken a zo war roll lez-varn an Ivoarian dija tra m’eo bet kondaonet 14 gwech an hini kentañ. Ur gwir hini !
A-benn ar fin int bet kondaonet o-daou adarre. Eizh miz gant un tro-vrec’h elektronek evit an hini koshañ ha 600€ a gastiz evit an ivoarian dibaper. Ha ne vo ket argaset hemañ eus Breizh ha Bro-C’hall evel ar bleiz. Nann ‘vat ! Perak ‘ta ? Perak e rankomp mirout torfedourien a seurt-se du-mañ ?
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine