« Colons Fora » (an drevadennourion er-maez), « Libertà », « Francia Fora », « Populu Arrittu » (arruout a ra ar bobl), « Ava Basta » (Trawalc’h), setu ar pezh a lennas korsiz war ar gitonioù staget ouzh prefeti Aiacciu diriaou dremenet. Hag isaet ar « bandera testa mora » (ar banniel he fenn vaor) e plas an tri liv ouzh talbenn ar savadur war ar marc’had !
N’eo ket emsaverien ar strolladoù broadelour o deus graet an taol, dilennidi ar parlamant emren kors ne lavaran ket. Un daou-ugent bennak a felle dezho sevel o mouezh a-enep « emzalc’h ar stad gall » hag ar « profoù » leusket war e lerc’h gant ar prefed Lelarge.
A-raok mont kuit eus e garg en deus leusket Pascal Lelarge un dornad a ziarbennoù a-enep ar vroadelourien hag ar mediaoù broadelour, seurt taolioù treitour roet gant un den fallakr ha veñjañsus. En o zouez ar fed n’en do ket mui ar gazetenn Arriti an droad da embann ar c’hemenadennoù lezennel, pezh a zegase arc’hant d’ar gazetenn. Bremañ emañ fall he jeu ha ne oar ket mui gant petra ober loaioù.
Gwalldaolioù all a seurt-se a zo bet leusket gant ar prefed. A-enep ar parlamant korsad da skouer rak nullet eo bet gantañ ar votadeg war ar reolennaoueg nevez. A-benn ar fin e kuita paotr Matignon an enezenn huadet gant ar vroadelourien.
Ajaccio : action symbolique des élus nationalistes en préfecture
➡ https://t.co/GEW5GaxV53 pic.twitter.com/RuU2cVONqa
— France 3 Corse (@FTViaStella) February 24, 2022
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine