Setu un taol brav evit ar gevredigezh naonedad « A La Bretonne » : 200 dilenniad ha muioc’h evit mil kevredigezh breizhad o deus sinet ur lizher evit goulenn e vefe aozet ur referendom war Breizh adunvanet.
Tud a bep seurt hag a bep liv politikel a zo war rol ar sinerien : ar c’hannad UMP Marc Le Fur, maerez PS Pempoul Fanny Chappé, ar guzulierez rannvro EELV Claire Desmares, Tangi Marion dilenniad UMP e Maen Roch, ar c’huzulier rannvro UMP Stéphane de Sallier, ar c’hannad LREM Yannick Kerlogot pe prezidant LR departamant 56 David Lappartient.
E-touesk ar c’hevredigezhioù, Produit en Bretagne he deus pozet he sin hag an holl gevredigezhioù sevenadurel Breizh evel just.
Reklem a reont d’ar gouarnamant e vefe aozet ur votadeg a-benn 2024.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine