Setu ar pezh he deus lavaret Marine Le Pen disadorn dremenet da geñver ur forum gant tud ar vro aozet gant ar gazetenn « Le Dauphiné ».
📹 Je souhaite une organisation territoriale "commune – département – Nation", or depuis 30 ans, nos gouvernants ont choisi "communauté d'agglo – région – Europe", qui ne fonctionne pas ! @EBRApresse pic.twitter.com/QKopEIiTy9
— Marine Le Pen (@MLP_officiel) February 19, 2022
« Me ar rannvroioù…ma, un tamm hir e vefe da zisplegañ deoc’h ar pezh a soñjan (diwar o fenn)…
Ar rannvro a dlee bezañ al lec’h ma vez kenurzhiet o folitikerezh gant departamantoù ar rannvro ha setu tout. Setu perak em boa kinniget e vefe dilennet an dilennidi diouzh kenfeur hag ar re gentañ eus pep listenn az afe da guzulierien rannvro ivez. Servijout a rafemp nemetken da genurzhiañ ar bolitikerezh etre departamantoù »
Ha hi da adlavarout war twitter da c’houde :
« Me ‘m eus c’hoant e vefe aozet Bro-C’hall evel-se : Kumun, Departamant, Broad. Hogen, abaoe 30 vloaz ez eus bet choazet gant hor pennoù bras : Kumuniezh tolpad-kêrioù, rannvro, Europa ha ne’z a ket en-dro »
Hag ur vreizhadez eo Marine Le Pen ?
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine