Roazhon : « Erlerc’hiadur Meur sokial » er Post

An holl Roazhoniz kozh o deus dalc’het soñj eus labouradeg Citroën ar Barre-Thomas, etre hent an Oriant hag an hent-tro. Gwechall e oa labourerien e kreiz-kêr Roazhon, tamm-ha-tamm ar re-se zo bet kaset tro-war-dro da Roazhon ha bremañ emaint e Bro-Sina.

War lec’hienn ar Barre-Thomas emañ ar Post o paouez prenañ un dachenn a 19 000m². Warni emañ an embregerezh o sevel ur c’harrdi ramzel a 5767m². Fellout a ra d’ar Post kreizennañ ennañ ar c’hreizennoù lizhiri eus Noal-ar-Gwilen, Pazieg, Bruz, Lanvezhon, Egineg hag 8 kumun all eus Bro Roazhon. Ne vo ket mui dibabet ha rummet ar pakadoù Colissimo er c’humunioù-se neuze met e kreizenn nevez ar Barre-Thomas. 123 post a vo distrujet war un dro ! Ha rediet e vo ar re ne vo ket kaset er-maez da vont da labourat er Barre-Thomas hiviziken. Hogen, darn a oa o chom pell eus Roazhon hag e stankadegoù (dreist-holl tro-dro d’ar vBarre-Thomas !) met ne vern. Dav eo mont gant al labour, evel er Stadoù-Unanet !

Ha zo gwasoc’h : nebeutoc’h eget 50% eus koskor ar Barre-Thomas en do ur c’hevrad hag ur statud a bosterion, eilkevratourien a vo en holl reoù all ! Ouzhpenn-se n’eo ket tud ar Post a zegaso an holl golissimoioù deoc’h rak 30% eus ar pakadoù a vo fiziet da embregerezhioù prevez. E berr komzoù : tamm-ha-tamm e vez dic’hraet e vragoù da Yann Postour !

SUD PTT en deus galvet al labourerien da chom a-sav gant al labour d’an 31 a viz meurzh 2022 evit sevel o mouezh a-enep seurt raktres enep-sokial. Sindikadoù all a zo en aviz ober ar memes tra.

Goude an « Erlerc’hiadur Meur etnek », an « Erlec’hiadur Meur sokial » !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Gaming

Bazterka, hurik gabeko herria : Ur c’hoari video en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Fort-Bloqué (56) : ur « gwallig-daol » a-enep ur mekanik chanter ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, QUIMPERLE, QUIMPERLé

Sevel daou pe dri Kêrvrezhon e Breizh-Izel…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Tintin : Adembannet e vo « Ar skouarn dorr » e brezhoneg !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, LORIENT

Stade terminal d’aliénation : une conférence sur les… arabismes dans la langue bretonne !

Découvrir l'article

Education, Local, Paimpol, Société

Trévenneuc (Goëlo) : une école catholique hors-contrat ouvre ses portes !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, NANTES, RENNES

Felliezh e Brest, Roazhon, Naoned : pegoulz e tivorfilo ar studierien eta ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi an Norzh : evit ar wech kentañ ez eus muioc’h a vugale e klasoù divyezhek eget e klasoù unyezhek er skolioù-mamm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : ur studier gwenn taget gant tud o huchal « eus peseurt orin out ? »

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Plouzane (Bro Leon) : archerien dirak ar skolajoù

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky