Propaganda mut-hu ?
E Felger (35) e vo gwregelaet 12 anvioù straed e miz meurzh. Met gant piv e vo graet an an dra-se ? Ur gevredigezh neo-feminist ? Tamm ebet : skolidi ul lise, al lise Jean Guéhenno hag a zo o labourat « war an ingalded », ne lavaran ket. 300€ a vo lakaet gant ar c’huzul-kêr zoken ha 838€ gant ar Rannvro er raktres.
Plasenn Aristide Briand az aio da blasenn Olympe de Gouges, plasenn Gambetta (an hini a gasas ar vretoned d’ar marv e Conlie) a zeuio da vezañ plasenn Sophie Germain, bali ar Général Leclerc, bali Manon Roland, ar blasenn Sadi Carnot a vo plasenn George Sand, ar straed Jean Jacques Rousseau az aio da straed Djaïlli Amadou Amal ha me oar c’hoazh.
Etre an 02 hag an 12 a viz meurzh e vo ur festival gwregelour e Felger : « Ni vues ni (re)connues » gant prezegennoù, sonadegoù, lennadegoù.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Felger : 12 anv straed gwregelaet gant… liseidi !”
Evit lakat Sophie Germain e-lec’h Gambetta, kudenn ebet.
Kentoc’h Olympe de Gouges evit Jean-Jacques Rousseau marteze ?