D’an 23 a viz kerzu e oa bet votet gant departamant an Dordogne ur steuñv evit sikour ar c’humunioù a oa en aviz staliañ panelloù bourk en okitaneg. Hiviziken e vo paeet ar panelloù-se gant an Departamant. ‘Pezh a boulzo ar c’humunioù paour war ar maez da choaz yezh ar vro hep bezañ lakaet nec’het gant an dispignoù o doa soñjet ar guzulierien.
Setu ur soñj mat ! Disadorn dremenet eo bet staliet panelloù « Manzac de Vern » gant kumun « Manzac-sur-Vern » (e galleg) da skouer. 568 anneziad a zo er gumun-se. Gant an Departamant eo bet paeet ar panelloù evel ar pezh a oa bet embannet. Kumunioù all a zo e soñj ober ar memes tra.
Foto : kumun Manzac de Vern
https://www.facebook.com/manzac.survern.94
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine