Mantret eo ar gevredigezh Div Yezh eus skol bublik Rollo e Pleuwigner ! Ar bloaz a zeu e vo re a vugale er c’hlasoù divyezhek ha ne fell ket d’an deskadurezh-stad krouiñ ur post nevez. « 27 bugale er c’hlasoù, n’eo ket mui ur skol, un diwallerezh ne lavaromp ket » a c’heller lenn war panelloù staliet tro-dro d’ar skol.
Bep bloaz ez eus muioc’h-mui a vugale enskrivet en hentenn divyezhek brezhoneg-galleg a Bleuwigner.
Foto : lec’hienn internet Div Yezh Breizh
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine