Div gumun ouzhpenn a zo o paouez sinañ ar garta « Ya d’ar Brezhoneg ». Plogastell-Sant-Jermen e Bro Vigoudenn dimerc’her dremenet hag an Arzhanaou e Bro Gwened an hevelep deiz.
A-hend-all, an erlec’h post divyezhek kentañ a zo bet digoret en Alre d’an 29 a viz genver. Er stal Vélo Breizh e vo hemañ. An dud a c’hello bezañ degemeret e brezhoneg hag an holl skritelloù a zo divyezhek.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine