Un tregont bennak a implijidi eus al labouradeg Lactalis e Gwaled (Bro Gwiniegi Naoned) o deus diskroget diouzh al labour d’ar 27 a viz genver.
Arc’hiñ a reont e vefe kresket ar goproù a 4%, pezh zo dister e-keñver gounidoù bloaz Lactalis hervezo. Ar sindikad FO eo a oa e penn ar jeu an dro-mañ.
Gant an tolpadeg-se e venn d’al labourerien pouezhañ war ar c’hendiviz bloaz ret etre ar sindikadoù hag ar strollad LNUF (Lactalis-Nestlé Ultra Frais) a vo dalc’het d’an 3 a viz c’hwevrer e sez Lactalis e Laval (53). Hag gounezet e vo ar 4% ouzhpenn gant ar sindikadoù tra m’emañ koust ar vuhez en e uhelañ ha tra ma n’eus ket mui amann da lakaat war c’horre evit ar re a zo izel o gopr ?
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine