Dimez gwenn e Maroko : ur plac’h eus Sant-Juluan-Kankell (44) touellet

Gouzout a reont sunañ c’hwezenn ha gwad ar re n’int ket en o spered vat !

Pevar bloaz zo, ur plac’h yaouank a 18 vloaz a oa o labourat en un davarn eus Sant-Juluan-Kankell e su Naoned. Diaes e oa he jeu d’ar mare-se. Berr an arc’hant, torret al liammoù gant he familh ha yaouank he spered. Ur pratik a doullas kaoz ganti. Paotr eus Maroko e oa hennezh. Hag eñ a ginnig d’ar plac’h yaouank « gounit muioc’h a arc’hant o labourat evit ur mignon dezhañ ». Setu ur c’hinnig toull evel just met asañtiñ a reas mont da gomz gant ar « mignon » memestra.

Kondaonet e oa bet c’hwec’h gwech ar « mignon » dija met ne ouie ket se ar plac’h en he 18 vloaz d’ar mare-se.

Ha setu ar pezh a ginnigas dezhi ar « mignon » : pe mont da Varoko da zimeziñ gant ur c’henderv dezhañ ha, dre-se, lakaat anezhañ da gaout paperachoù evit dont da Vro-C’hall pe labourat evel « escort girl » evitañ. A-benn ar fin ez eas ar plac’h yaouank da Varoko met ne’z eas ket betek penn an traoù. Aon he deus bet ha distroet da vreizh. Ya met chomet e oa doser an dimez en tu-all d’ar mor. E 2017 ez eas en-dro da Varoko da adtapout anezhañ. Etretant, avat, e taremprede atav ar Marokiz e bro Naoned. Lavarout a reas dezho zoken e oa e soñj « mont da vuzulmanez ». An daou louarn a ginnigas dezhi ober war-dro ar c’hemm-kredenn. Ha setu deiziataet ur fest ganto e Maroko. « Fest ar c’hemm-kredenn » hervezo. Deiz ar gouel, avat, e teue an holl da c’hourc’hemenniñ ar plac’h yaouank. Kavet he doa se drol….A-benn ar fin e komprenas e oa… he dimez ! Deiz he eured e oa ha ne ouie ket dioutañ zoken !

Klask a reas tec’hout kuit met dindan gwask ar « mignon » hag ar « gwaz nevez » e asantas mont betek penn an traoù. Ar memes deiz setu hi dimezet ha troet d’an islam war un dro !

Ur mignon he doa e Breizh avat ha hennezh eo a gendrec’has anezhi da sevel klemm e Naoned pa tistroas er gêr. ‘Pezh a reas.

D’an 20 a viz genver e oa deiz ar prosez e lez-varn Naoned. Kondaonet eo bet « mignon an davarn » da c’hwec’h miz toull-bac’h met n’emañ ket mui e Bro-Frañs. Distroet eo da Varoko. Ar paourkaezh plac’h, hi, a zo bet laosket da vont…

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Gaming

Bazterka, hurik gabeko herria : Ur c’hoari video en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Fort-Bloqué (56) : ur « gwallig-daol » a-enep ur mekanik chanter ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, QUIMPERLé, QUIMPERLE

Sevel daou pe dri Kêrvrezhon e Breizh-Izel…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Tintin : Adembannet e vo « Ar skouarn dorr » e brezhoneg !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, LORIENT

Stade terminal d’aliénation : une conférence sur les… arabismes dans la langue bretonne !

Découvrir l'article

Education, Local, Paimpol, Société

Trévenneuc (Goëlo) : une école catholique hors-contrat ouvre ses portes !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi an Norzh : evit ar wech kentañ ez eus muioc’h a vugale e klasoù divyezhek eget e klasoù unyezhek er skolioù-mamm

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Plouzane (Bro Leon) : archerien dirak ar skolajoù

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Environnement, Local, Social, Société

Brest : Bellevue ha Pontanezen tennet diwar ar ZFE

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Vidéo

Hetoù rektor Korsika e korseg

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky