Goude an dud setu tro al loened-pluñv da vezañ kenfinet e norzh Aodoù an Arvor, tro-dro Sant-Alvan e bro Penterv. Kavet ez eus bet un evn marvet diwar grip al loened H5 ar sizhun-mañ. Diouzhtu-dak eo bet sonet ar c’hloc’h evit ma vefe kenfinet an holl loened-porzh er c’humunioù tro-dro.
Abaoe bloavezhioù e rank al labourerion-douar stourm ouzh div epidemiezh : grip an evned ha bosenn ar moc’h afrikan. Mui an ekologourien evel just !
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine