E kêriadenn La Belle Etoile e Parinieg e bro Felger e oa ur groaz wenn. Ken kozh e oa hi ma oa bet lakaet unan nevez, heñvel-mik, gant al labourer-douar perc’henn war an dachenn. Ur Werc’hez degaset eus Lourdes a oa bet lakaet ouzhpenn outi gantañ.
Disadorn dremenet e voe mantret ar paizant o welet e oa bet taget ar groaz gant taolioù pentur orañjez ha laeret ar Werc’hez santel. Gant piv ? Den ne oar evit poent. D’an nebeutañ setu un taol kristenofob ouzhpenn ha ne vo ket douget er c’hontoù moarvat !
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine