Petra a c’hoarvez e Korzed e Bro-Raez eta ? D’ar 27 a viz du e voe laêret an davarn-ti-butun gant tri den : unan a zo ganet e Tunizia hag an daou all en Aljeria. An daou Aljerian a ranke kuitaat Bro-C’hall koulskoude. Perak e oant atav e Breizh neuze ? Respont ebet…
D’ar meurzh 11 a viz genver e oant holl dirak lez-varn Sant-Nazer bepred. Barnet evit afer Korsez hag he dije gellet treiñ fall. E penn ar bagad un tunizian, 28 vloaz anezhañ. Abaoe un dek vloaz bennak emañ e Bro-C’hall hag e Breizh. E-pad an dek vloaz-se eo bet kondaonet 8 gwech! D’ar 27 a viz du e voe un nozvezh foll evitañ hag e gamaladed : Goude bezañ graet un aridennad a dorroù-lezenn a-hed hentoù Bro-Raez setu an tri arruet e Korsez. Boeson ha butun-drol gante. Mont a rejont tre an davarn-ti-butun hag e lakjont ur gontell dindan gorzailhenn ar vaouez a oa ouzh ar c’hontoer. Ur pratik a arruas (maer Pembo !), skeiñ a rejont gantañ ! Unan all a bellgomzo d’ar boliserien e-keit ma oa an tri estrañjour o klask krougañ ar vaouez evit kaout kod ar c’houfr. Bremañ emañ c’hoazh ar paourkaezh vaouez saouzannet gant ar pezh he deus bevet.
Dirak al lez-varn emaint ar meurzh-mañ. O troukprezeg an eil war egile, o flatañ kement ha ma reont.
A-benn ar fin e voent kondaonet da seizh, c’hwec’h ha pevar bloavezh toullbac’h.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine