E skourr « Naoned-Indret » eus ar strollad Naval Group, diskroget o deus ar vicherourien diouzh al labour d’ar 5 a viz genver. Ha neuze o deus manifestet dirak sez ar skourr e Ar Menez*, e Bro-Raez. Reklem a reont e vefe kresket o gopr a 6% ha n’eo ket a 3,5% evel ar pezh a ginnig ar renerezh. Forzh rannedoù a zo bet roet d’ar c’hevrannegoù ar bloaz-mañ eme ar sindikadoù…
Kement-all e Brest m’o deus manifestet 350 micherour dimerc’her dremenet ha neuze 400 diriaou evit reklem muioc’h a amann da lakaat war c’horre.
- Diwar anv vila Aristide Demangeat, anezhañ bidoc’hig rener kozh arsanalh Indret, eo bet anvet Ar Menez, ur gumun krouet e 1877 diwar ul lodenn eus tiriad kumun Sant-Yann-ar-Granneg. Kement-mañ a ziskouez mat al liammoù kreñv a zo etre Ar Menez hag an Arsanalh (Naval Group bremañ)
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine