Setu, graet eo ! Abaoe ar c’hentañ a viz genver emañ ofisiel da vat an iwerzhoneg er Gumuniezh Europa.
Padal, ur statud he doa bet yezh Bro-Iwerzhon e 2007, met ne oa ket ur statud a ofisielded da vat, dam-ofisielded ne lavaran ket. Betek-henn e oa anv eus an diouer a jubenerien a vire ouzh ar gouezeleg a gaout ur statud klok.
Ha, gwir eo, jubennerien zo a oa mouilc’hi gwenn anezho : Iwerzhoneg-Malteg pe Bulgareg-Iwerzhoneg da skouer. A-benn ar fin ez eus bet kavet diskoulmoù (tremen dre « yezhoù relae » da skouer : saozneg, galleg, alamaneg, …) ha lakaet eo bet ofisiel da vat ar gouezeleg ar bloaz-mañ.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine