Penaos e oa bourk Begnen (56) en XIXvet kantved ?

Goude kêr Felger m’eo bet adsavet war internet evel ma oa e 1895, setu bourk Begnen, parrez kreiz ar Morbihan, a zo o vezañ adsavet e stumm ur vaketenn. Ha n’eo ket Begnen a-vremañ a zo o vezañ graet e bihan, Begnen en XIXvet kantved ne lavaran ket.

Louis Morio an hini eo, anezhañ maer kozh Begnen ha bet renour ar skol brevez, en deus boulc’het al labour ramzel-se.

E penn kentañ e felle dezhañ adsevel ur c’haou nemetken met a-benn ar fin e tivizas mont pelloc’h : adsevel ar bourk evel ma oa en XIXvet kantved diwar planioù ar c’hadastr Napoleon eus 1827.

Gwelet a reer ar vered tro-dro d’an iliz, chapelig ar « c’hongreg' », ar presbital kozh, an atantoù ha tud ar vro graet gant plastr.

Dre sellet pizh ouzh ar c’hadastr kozh e kompren tamm-ha-tamm Louis Morio penaos e oa ar bourk d’ar mare-se, gant atantoù e kreiz ar gumun, tiez kozh… Evel e meur a barrez eus Breizh-Izel : Ur garnel e oa er vered tro-dro d’an iliz ivez.

Un digarez eo ar vaketenn-mañ da gomz eus Pierre Noury, bet person Begnen da vare an Dispac’h Bras, ivez. Beleg rebel d’ar renad nevez ma oa eñ ha… tik gant ar brezhoneg war un dro rak enskrivadurioù diwar e zorn pe diwar e soñj a zo c’hoazh un tammig e pep lec’h e bourk Begnen. A-nes komz eus ar c’hanaouennoù e brezhoneg en deus skrivet.

Moaien zo da welet maketenn bourk Begnen en XIXvet kantved en iliz e-pad miz genver a-bezh !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky