E Bro Menez, e reter Aodoù an Arvor, kostez Loudia e c’hell ar gwir c’hristenion daremprediñ ul lec’h sakr gouestlet d’an itron Varia : santual Kerrien an hini eo. « Lourdes vihan ar vretoned » a vez graet anezhañ. E kreiz ur gêriadennig voutig emañ ar santual, dirak runoù ar Menez.
E 1652, ur plac’h yaouank a 12 vloaz, Jeanne Courtel, bouzar ha mut, a welas an Itron Varia meur a wech. Evit kendrec’hiñ pennoù bras an Iliz d’ar mare-se e adlavaras ar pezh a gontas dezhi ar Werc’hez : « klaskit e-kichen an eien hag e kavoc’h un delwenn ac’hanon. Amañ, e kreiz ar gêriadenn, e fell din e vefe savet un iliz ma pedo enni tud o tont eus pep lec’h ». Klasket e voe tro-dro d’an eien hag e voe kavet un delwenn gizellet, hervez an istorioù kozh, gant Sant Gal, ur manac’h degouezhet er vro mil bloaz a-raok o tont eus Bro-Iwerzhon !
Evel just, goude-se, ne voe ket lui bouzar ha mut Jeanne Courtel ha burzhudoù all a zo bet gwelet da c’houde.
Diwar-se, tamm ha tamm ez eus bet savet ur chapel gouestlet d’an Itron Varia, ur santual, ur greizenn evit ar birc’hirined, ur stal zoken. Bep bloaz e vez aozet perc’herindedoù e Kerrien. D’ar 15 a viz eost, evel just, ma c’hell dont betek 10 000 pirc’hirin ha da eil sul miz gwengolo evit « pirc’hirinded ar re glañv ».
Ur gumuniezh seurezed a zo er gêriadenn, nepel eus ar c’hapel, hag ur person a ra war-dro al lec’h ivez. Bep sizhun ez eus overennoù ha deizioù zo emañ leun chouk ar chapel. Tud kozh eus ar vro evel en holl ilizoù ar « sindik freuz-stal » m’eo deuet da vezañ iliz ar pap Fañch, met ivez tud o pediñ war an daoulin, neuz « kato tradi » kentoc’h anezho. N’eus ket kalz tud a seurt se met bez eus anezho memestra. N’eo ket Kerrien un iliz « tradi » met tradi a zarempred anezhi lakomp.
Un den a feson eo an aotroù person, an tad Gérard Nicole, bet person Gwengamp ha vikel vras. N’eo ket paotr an hengoun hemañ (pediñ a ra en e sarmonn « evit an divroidi » da skouer) met moaien zo da doulañ kaoz gantañ war meur a sujed. Gouzout a ra un tamm gallaoueg ha brezhoneg zoken !
D’ar wir c’hristenion da reiñ da glevet o mouezh, mouezh feiz hon tadoù kozh, ha dreist-holl da reiñ da glevet ar wirionez a-dreuz ar sotonioù a glever an deiz hiziv, betek e kreizig-kreiz an Iliz siwazh !
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine