Hag e vo ur savadur vil ouzhpenn e Pornizhan ?
Er 4 rabin Damas e Santez Marc’harid ez eus ur villa gozh, 200m² anezhi, hag a zo bet renevezet penn-da-benn e 2015. Ne vir ket ouzh ar penngaser CISN da glask distrujañ anezhi ha sevel ur savadur 10 lojeiz en he flas.
Ur petision a oa bet lañset gant amezeien ar gevredigezh PROSIMAR ha kaset ur rekour barnerezhel dirak lez-varn melestradurel Naoned a-enep ar raktres. Hervez ar gevredigezh e oa sioù en doser.
D’ar 14 a viz du e savas a-du al lez-varn gant ar glemmerien ha kondaonet eo bet ti-kêr Pornizhan.
Siwazh n’eo ket nullet da vat ar raktres. Bremañ e c’hello ar penngaser kinnig ur raktres hag a jaojo gwelloc’h ouzh kod ar c’hêraozañ.
Ne oa ket savadur ar « Villa Wenn » ur savadur evit tudigoù ar vro, daoust d’ar pezh a embann ar penngaser CISN. D’an 31 a viz kerzu e vo roet an alc’hwezhioù da brenerien ranndioù ar savadur Floreal e Sant-Nazer. Ur raktres CISN e oa. Un T3 er Floreal-mañ, 64m² e vent, a gouste… 202 500€ !
Ha pegement e kousto ar memes ranndi e Pornizhan ?
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine