Ha bagadoù nazied a zo o lakaat freuz ha reuz e Mayotte ha klask faot gant ar CIMADE ? Tamm ebet ! Padal emañ ar gevredigezh a ra war-dro ar repuidi o klemmichat a-enep an « tu-dehou pellañ » rak klasket zo bet faot ganti e Mayotte m’emañ muzulmaned an holl dud pe dost.
Hervez ar gevredigezh, d’an 13 a viz kerzu, ez eus bet ur vanifestadeg dirak ti ar CIMADE e Mayotte gant ar strollad « Collectif des Citoyens de Mayotte » da heul un dalc’h e lez-varn an tiriad diwar-benn repuidi degouezhet en enezenn. ar CIMADE a zifenn anezho tra m’o deus c’hoant tud an enezenn kas anezho en-dro er C’homor. Hervez ar CIMADE e oa soutenet ar vanifestadeg-se gant « an tu-dehou pellañ ». Hogen, setu fotoioù ar vanifestadeg kaset war Facebook gant un den anvet Zaidou Bamana :
Ah ya ! Gwelet e vez splann eo aduerien Eric Zemmour, arruet foll gant ar « glanded ouennel » a oa o vanifestiñ a-enep ar repuidi e Mamoudzou neketa ?
Hervez an INSEE, 48% eus an dud o chom e Mayotte a zo estrañjourion, 95% anezho o tont eus ar C’homor ha 50% a zo amreoliek o saviad melestradurel.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine