Biskoazh jakobinoc’h ! Setu kartenn an trenioù noz a zo bet embannet gant Jean-Baptiste Djebbari, ministr an transportoù anezhañ, d’an 13 a viz kerzu. Un dek bennak a linennoù trenioù-noz a vo digoret a-benn 2030 ha ne vo hini ebet e Breizh. Ha zo gwasoc’h, an holl linennoù a loc’ho eus Paris, war-bouez hini Metz-Bourdel.
Ha piv a baeio evit ur raktres jakobin seurt n’eo bet biskoazh ? An holl dud, ar vretoned en o zouez evel just ! Ha piv a c’hello souten n’eo ket Emmanuel Macron ur jakobin daonet goude-se ?
Objectif : une dizaine de lignes de trains de nuit en France en 2030. pic.twitter.com/4F9jmOZthE
— Jean-Baptiste Djebbari (@Djebbari_JB) December 12, 2021
Hag evit a sell ouzh trenioù noz Europa n’eo ket gwelloc’h. An holl kêrbennoù a dlee bezañ liammet da Baris ha n’eo ket da gêrioù all eus Bro-Frañs hervez ar gouarnamant !
Madrid. Rome. Berlin. Copenhague.
Je veux que des trains de nuit relient Paris aux capitales européennes. pic.twitter.com/V539F4IbHh
— Jean-Baptiste Djebbari (@Djebbari_JB) December 12, 2021
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine