Amzer a oa bet ma oa skol-veur Stellenbosch kreizig-kreiz ar bed afrikaaner ha ma veze roet kentelioù a live uhel en afrikaans nemetken. Met pep tra a za da get en Afrika-ar-su ha skol-veur Stellenbosch a zo bet « dizafrikaansizaet » gant ar gouarnamant ANC ha dreist-holl saoznekaet. Rak an ANC a zifenn ar re zu hag o sevenadurioù met ne ra ket ‘met gant ar saozneg.
Kement ha marjinalizat c’hoazh un tamm muioc’h implij an afrikaans er vro, d’an 02 a viz kerzu eo bet votet gant kuzul ar skol-veur an teiryezhegezh : saozneg, afrikaans ha xhosa. Implijet e vo an teir yezh evit ar c’helenn ha kehentiñ ar skol-veur hiviziken.
Ar pezh zo, aon o deus an afrikaaners e vefe graet gant ar saozneg da gentañ holl ha neuze gant ar xhosa hag an afrikaans ma chom plas.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine