Gwasoc’h-gwashañ : d’an 19 a viz du, Sebastien Noblet a felle dezhañ mont d’ur jobdating e Logunec’h (56) da gavout labour. Gant Pôle Emploi evit an embregerezh « Goûters Magiques » eus Pluverin (56) e oa aozet an degouezh-mañ. A-raok mont di avat e sellas en-dro ouzh ar gemenadenn bet resevet gantañ a-berzh Pôle Emploi : dav e oa dezhañ kaout ar Pass Yec’hed evit mont tre. Hogen, ne fell ket dezhañ bezañ brec’het evit ar c’hovid rak tapet fall eo bet un den eus e familh gant ar vaksin-mañ.
A-benn ar fin n’hallas ket mont d’ar jaobdating, hag eñ dilabour ha bugaleet.
An deiz war-lerc’h e resevas un SMS-all a-berzh Pôle Emploi evit ur jobdating all e Sant-Yann Brevelez (56). Hag amañ ne oa ket anv eus ar Pass Yec’hed ! Evit ur forom an implijoù e Pondi d’an 23 a viz du, avat, e oa kaoz en-dro eus ar pass yec’hed. Bewech e cheñch ar reolennoù. Perak ?
Da c’hortoz, n’hall ket eñ hag ar re eveltañ mont da gerc’hat ul labour e seurt degouezhioù… Daou seurt tud a zo e Bro-Frañs bremañ !
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine