Ur sindikad « henvroadelour » eo Talbenn ar Mammoù (Front de Mères e galleg). Trouz a zo er mare-mañ diwar e benn rak ar mennozhioù dalc’het gant ar gevredigezh-mañ a zo kontet « gouennelour », « henvroadelour » hag « enep-republikan ». Setu ar pezh a c’heller lenn war plegoù-dibleg an Talbenn da skouer :
« Parents noirs, arabes et musulmans, parents habitant les quartiers populaires, êtes-vous sereins quand vous confiez vos enfants à l’école le matin ? Êtes-vous rassurés à l’idée qu’ils y passent l’essentiel de leur vie ? «
Setu degouezhet ar gevredigezh-mañ e Breizh bremañ : e Roazhon ez eus bet savet ur skourr hag a aozo ur brezegenn d’ar 27 a viz du.
E-touez an temoù a vo lakaet ar gaoz warno disadorn emañ « eñvorioù ha treuzkas ar yezhoù ». Eus peseurt « yezhoù » a zo kaoz amañ ? Arabeg ha yezhoù estren all pe yezhoù ar vro, brezhoneg ha gallaoueg ?
Ha petra soñjal eus an tem « stourm a-enep feulster ar polis » ?
Peadra zo d’en em enkreziñ atav…
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine