Pec’hed eo d’ober al liamm etre an enbroerezh hag an disurentez evel just. Ur pec’hed mammenn eo zoken ! Ha padal, emañ kêr bPondi o paouez staliañ c’hwec’h kamera eveshaat ouzhpenn e kreiz-kêr. Ouzhpenn d’an eizh a oa dija, evel just.
Ha pa vez sellet pizh ouzh rol al lec’hioù a vez video-gwarezet bremañ e weler splann eo lec’hioù ma vez kentoc’h an estrañjourion oc’h abuziñ o amzer (ar roll e galleg) :
- Cour arrière de la Mairie (protection Mairie et Poste de Police Municipale)
- Intersection de la Rue du Tribunal et de la Rue Nationale (protection commerces / haut de la Plaine)
- Square Bourdonnaye du Clézio (protection du square / La Poste / Basilique ND de Joie)
- Place du Martray (protection de la Place et Rue de Gaulle)
- Place Leperdit (protection du Théâtre Municipal / entrée de ville)
- Square Lenglier (protection du Square et de l’église St Joseph)
Arabat ober al liamm neuze ?
142 000€ a zo bet lakaet e-barzh ar sistem-se. Kameraioù ouzhpenn a zo bet staliet met renevezet eo bet ivez al loch ma vez enrollet ar filmoù tennet eus ar c’hameraioù. Rak, e Pondi, n’eus den ebet o sellet ouzh ar videoioù war amzer real. Talvezout a reont da « brouennoù a-c’houdevezh » pa vez kaset un enklask bennak gant ar polis. Betek-henn bepred rak muioc’h-mui a aktoù fellel a zo bep sizhun e kêr bPondi ha muioc’h-mui a estrañjourion war un dro. Afrikaniz an darn vrasañ anezho. Met arabat ober ul liamm etre an daou fed-se evel just !
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine