D’ar 26 a viz du ez eus bet kondaonet ur Roumanez gant lez-varn Roazhon evit « emziskuzh seksel » ha « laeradenn ». D’an 22 a viz ebrel 2021 e oa bet tapet e Lidl Liverieg o laerañ kartenn-vank ur vaouez kozh.
Gant ur gomer e tistroas spi ar vouez dre lakaat pezhioù moneiz da gouezhañ war al leur. E-keit ma oa ar vaouez o tastum ar pezhioù e laerjont dre guzh ar gartenn-vank en he sac’h. Evel just, a-raok e oa bet notenet kod ar gartenn gant an div Roumanez.
Met sellet e oa bet ouzh ardoù an div vaouez gant un test. Ha paket int bet gant surentez ar gourmarc’had war an tomm. Hogen pa voe tapet, « Carmen » unan eus an div Romanez, huomañ a ziskennas he bragoù hag he c’hulotenn hag tiskouezhas a-wel he seks e kreiz ar stal ! Hep abeg ebet !
Anavezet mat e oa an div vaouez gant ar polis ha kondaonet meur a wech eit laeroñsi a bep seurt un tamm e pep lec’h e Bro C’hall hag e Breizh.
Evit afer Liverieg int bet kondaonet da 8 mizvezh toull-bac’h gant goursez. Forzh penaos ne oa ket an div Romenez er prosez rak distroet int bet en o bro.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine