Ur gemenadenn a zo bet kaset gant an « FLB » (Talbenn Dieubidigezh Breizh) da redaksionoù zo e Breizh. Hervez ar strollad kuzh e vefe bet taget tiez-hañv gantañ. N’eo ket rezisaet peseurt « tagadenn » e oa rak n’eo ket bet embannet gant an archerien e vefe bet graet gwall-daolioù e Breizh.
D’an nebeutañ, setu al lec’hioù m’eo bet sammet atebegezh gwall-daolioù a-enep an tiez-hañv gant an FLB :
- E 2017 : Bas Sablons, Frehel
- E 2018 : Lanseeg, Nevez, Fouenant
- E 2019, adarre e Nevez, Pleumeur-Bodou, Rosporden
- E 2020 : St Kaez, Sarzhav.
Hag ar bloaz-mañ :
- Dinarzh (27 a a viz ebrel)
- Pont Aven (4 a viz mae),
- Ar Bonou (10 a viz gouere)
- Tregastel (8 a viz eost)
- Tredarzeg (28 a viz eost)
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “FLB an distro ? A-enep… tiez-hañv ?”
Evit Sarzhav e 2020 e oa bet tangwallet un domani kozh a zo em ziegezh abaoe ar 15vet kantved da vihanañ ! N’on ket evit kompren.
Horribl e , Gwilhmod. Pesort maner ? kani de Kerampuill yehadurour en 18vet kantved zou i Sarhau e chuj dein ? Quelle ABOMINATION Gwilhmod qu’en 2020 on a incendié un domaine à votre famille depuis le xve siècle. Tout fut-il dévasté, vos meubles etc ? Reskont helleet ar tweeter cochise56@cochise561. A-gengred genoh⚜️