Reuz e Sant-Jakez al Lannoù e-kichen Roazhon. D’al lun 15 a viz du ez eus bet votet ur garta departamantel a-unvouez evit « degemer gwelloc’h ar repuidi » (= estrañjourion o deus kuitaet ur vro aet da fall abalamour d’he broiz).
Ur vaerez PS a zo e penn ar c’huzul-kêr. Hogen, ar memes deiz e kinnigas Erwan Ar Garlantezeg, paotr ha kuzulier Strollad Breizh (PB), e vefe sinet live 1 ar c’hartaoù « Ya d’ar Brezhoneg » ha « Du galo dam yan dam vèr ». Votiñ a reas ar muianniver PS-EELV-PCF a-enep ar mennad, da lavaret eo a-enep yezhoù Breizh ! Hervez an itron vaerez, « n’eus ket bet biskoazh a vretoned a-vihanig e Sant-Jakez al Lannoù ». N’eo ket « brezhonegerien » a lâras hi met « BRETONED » ! Biskoazh ! Ha ne fell ket d’ar vaerez e vefe staliet panelloù teiryezhek en he c’humun rak « re ziaes e vefe da lenn evit an annezidi ».
Ne vo ket panell pe dokumant ofisiel ebet e brezhoneg pe e gallaoueg e Sant-Jakez al Lannoù neuze !
Dalc’h ar c’huzul-kêr a zo bet enrollet :
https://www.facebook.com/watch/live/?ref=watch_permalink&v=1326705657744827 (adal 1’07’00)
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Sant-Jakez al Lannoù (35) n’eo ket Sant-Jakez ar Yezhoù !”
lastez tout ar sokialourien vrein-se !