Logo nevez Kreiz Morbihan Kumuniezh : tamm brezhoneg ebet !

12 kumun a za d’ober Kreiz Morbihan Kumuniezh. Eus Mêlrant betek Pluveleg. An holl gumunioù-se a zo e Breizh-Izel ha brezhoneg eo ar yezh hengounel, yezh ar vro, war-bouez un dornad e reter ar gumuniezh hag a zo e Breizh-Uhel ha ma vez pe veze komzet gallaoueg.

Krouet ez eus bet ul logo nevez evit ar gumuniezh nevez zo ha kinniget ar sizhun-mañ. Ha graet eo bet gant servijoù ar gumuniezh, n’eo ket bet lakaet un ajañs kehentiñ bennak eus Paris da ribotañ e benn war ur « c’honsept » toull. Evit ur wech ! Ma, evel just ez eus bet graet gant ar gwer hag ar glas evit aroueziñ ar « stabilded hag al lusk », « an argoad hag ar mor » pe n’ouzer ket peseurt koniri a vez klevet seul gwech ma vez kinniget ul logo bennak.

Hogen mañkout a ra un dra bennak el logo : ar yezh ! Ha p’emañ Kreiz Morbihan Kumuniezh e kreizig kreiz ar vro ma vez komzet hon div yezh, n’eus tamm brezhoneg pe gallaoueg ebet war al logo ! Hag ar wazourien o deus krouet al logo-se n’o deus ket kredet reiñ ur plas da yezh pe yezhoù o zadoù ? Gant ar vezh !

Penaos adsevel hon div yezh ha reiñ dezho ur plas e kreiz hor c’hevredigezh ma ne vezont ket graet ganto gant hor c’henvroidi ? Reklemomp e vefe lakaet logo Kreiz Morbihan Kumuniezh e brezhoneg hag e gallaoueg ivez !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Piv a dag ar studierien e Brest ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local

Digoret e vo skol Diwan Landreger !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Plerin (22) : tapet gant an archerien gant dramm, setu int lesket da vont…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine, PONTIVY

Sinet eo bet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » get kumun Lokmac’hloù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

Henbont (Bro Gwened) : ur skol Diwan pe pas ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Sport

Euskadi : ur gevredigezh evit ma vefe ur c’hevredad euskarad a bolod

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : an hetoù 100% e galleg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, Loudéac, PONTIVY

Kreiz Breizh : ur vro divrezhonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Tribune libre

Glenmor, Stivell, Servat, Denez ha bremañ ? [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Plañvour/Gwidel : petra c’hoarvez get ar Jipsianed ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky