Ospital Kemper : daou wazour digarget a c’hellfe gouneziñ dirak al lez-varn met…

Daou wazour eus ospital Kemper a oa bet digarget rak ne felle ket dezho bezañ vaksinet. E ehan labour e oant abaoe ar 26 a viz eost hag an 1 a viz gwengolo. D’an 10 a viz du o doa kaset an afer dirak al lez-varn melestradurel rak n’o deus tamm gopr ebet ken abaoe m’int bet lakaet en ehan labour. Hag int bugaleet. Unan a oa o c’hortoz e leve a-benn bloaz zoken.

Reklem a ra an daou labourer e vefe roet dezho o gopr en-dro mui ur sammad kempouezañ. Ha gallout a rafent gouneziñ a-benn ar fin ! Embannet eo bet gant ar varnerez e vo « asantet »ouzh reklemoù an daou wazour MET dañjer zo e cheñchfe an traoù ma vefe sezisaet ar C’huzul Stad ha gounezet e afer gant ospital Kemper.

Emañ al lezoù-varn gall o c’hortoz e vefe graet un azgalv terriñ gant un ospital bennak ha kemeret un diviz gant al lez-terriñ hag a dalvezfe evit tout an aferioù.

https://actu.fr/bretagne/quimper_29232/obligation-vaccinale-victoire-en-vue-mais-prudence-de-mise-pour-deux-agents-de-l-hopital-de-quimper-suspendus_46381952.html

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société, VANNES

Talbont (56) : roget eo bet ar Gwenn-ha-du !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky