Ur c’hresk a 70% en deus graet an tremen fred etre Bro C’hall hag Iwerzhon abaoe miz gwengolo ! « Abalamour d’ar Brexit » eme arbennigourien an treuzdougenn vor.
Siwazh n’eo ket Breizh a brofito eus ar c’hresk-se, an Normandi ne lavaran ket ! Adal an 12 a viz du e vo roet lañs d’ul linenn nevez etre an Havr Nevez e Normandi ha Rosslare e Bro-Iwerzhon gant Brittany Ferries. Ur mont-ha-dont bep dibenn-sizhun.
Ur c’hresk heñvel (+70%) he deus graet al linenn Rosslare-Bilbao ivez ar bloaz-mañ e-keñver 2020.
E keit-se emañ Breizh o sellet ar biggi o tremen dirak beg e fri. Perak ? N’he deus hor bro tamm gallout ebet evit kaout pouez en divizoù etrebroadel, anat.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine