Ar gizioù tchetchen a c’hellfe hor pinvidikaat ?
E penn-kentañ miz here e oa bet kaset ur paotr tchetch dirak lez-varn ar re yaouank eus Liger-Atlantel. Ne oa ket mat dezhañ e vefe bet dibabet gant e c’hoar gizioù broioù ar c’hornôg. Ur pec’hed hervezañ. Ne oa ket mouchet he blev ha gwisket e oa mod Bro-C’hall. E 2017, e Gored ma oa ar familh o chom, e kountellas anezhi. Un « torfed a enor » gouez dezhañ..
A-benn ar fin n’eo ket bet kaset d’ar bidouf gant ar varnerien. Pevar bloaz a doull-bac’h gant « goursez amprouadur » e tapas nemetken hag eñ kuit didrabas. N’eo ket bet klevet ar c’hevredigezhioù gwregelour o huchal da c’houde… Ha perak ‘ta hervezoc’h ?
Ar sizhun dremenet e oa tro tad ar paourkaezh plac’h da vezañ kaset dirak ar barner. Evit bezañ palforset e verc’h ar wech-mañ. Amañ ivez e felle dezhañ « gwareziñ enor e blac’h hag e familh » mod al lezenn dchetchen.
Kondaonet eo bet da 10 vloaz a doullbac’h.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine