Sant-Nazer : laer, feuls, trafikour dramm ha liesidentelezh !

Cheñchet he deus kêr Sant-Nazer ! Pelec’h emañ ar c’hengred etre micherourien ar Chantieroù evel gwechall ?

Disadorn dremenet, d’an 09 a viz here, e karter Penhoët, da lavaret eo karter ar micherourien, e kinnigas ur strollad kañfarded dramm d’ur paotr a oa o c’hortoz en arsav bus. Nac’hañ a reas ar paotr. Ha neuze e c’houlennas an hailhoned hag arc’hant a oa gantañ. « Ya » a respont ar paotr. Ha kroget fest ar vazh ! Laeret eo bet digantañ e hezoug, met buan-tre e voe serret ar strollad gant ur batrouilh boliserien.

Laer an hezoug a zo anavezet… dindan 9 identitelezh disheñvel ! Taolioù fall en deus graet e Breizh, e Bro-C’hall met ivez e Bro-Spagn dija. Pa tremenas dirak ar barner d’an 12/10 e tleas bezañ harpet gant ur jubennour arabeg-galleg. Paotr dibaber e oa, hag eñ sañset kuitaat Bro-C’hall evit distreiñ d’e vro met emañ atav e Breizh. Perak ?

Da c’hortoz ur respont eo bet kondaonet da c’hwec’h mizvezh toull-bac’h. Ha skarzhet e vo pa vo dibrizonet ? N’eo ket sur avat !

https://actu.fr/pays-de-la-loire/saint-nazaire_44184/loire-atlantique-le-voleur-aux-neuf-identites-derriere-les-barreaux_45662617.html

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Plouzane (Bro Leon) : archerien dirak ar skolajoù

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Environnement, Local, Social, Société

Brest : Bellevue ha Pontanezen tennet diwar ar ZFE

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Vidéo

Hetoù rektor Korsika e korseg

Découvrir l'article

Sociétal

L’extrême-gauche : une montée des violences invisibles, mais inquiétantes

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Local

Bro Ankiniz (44) : ur penn-dramm kondaonet evit bezañ lakaet tan e meur a lec’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : hag ur vag nevez da sevel !

Découvrir l'article

Economie, ST-NAZAIRE

Saint-Nazaire : un nouveau paquebot commandé aux Chantiers de l’Atlantique par Royal Caribbean

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ur gourmarc’hadig laeret gant armoù evit ar pemvet gwech

Découvrir l'article

NANTES

Nantes face à la montée des violences : les quartiers chics ne sont plus épargnés

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Piv a dag ar studierien e Brest ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky