Votet eo bet al lezenn AB 1084 ar sizhun-mañ e Kalifornia hag e 2024 e vo lakaet e pleustr da vat : hiviziken e ranko ar gourmarc’hadoù lakaat e plas « rannoù ha kornioù nann-jeneret » evit ar vugale. Ret e vo dezho gwerzhañ produioù « nann-jeneret » ivez, dindan boell a dell-kastiz (etre 250 ha 500$).
Ur paotr bihan a c’hello kavout pailhetennoù hag ur plac’h vihan kirri-samm paotred an tan hep cheñch rann e korn ar c’hoarielloù a-drugarez d’al lezenn nevez.
Chadennoù gourmarc’hadoù zo o doa kroget dija da lakaat e plas seurt rannoù nann-jeneret, ar chadenn Target da skouer, hag abaoe 2015.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine