Norzh-Iwerzhon : hanter-kant vloaz zo ar skol gentañ en iwerzhoneg

E 1971 e voe krouet « Bunscoil Phobal Feirste », da lavaret eo ar skol gentañ eus Norzh-Iwerzhon e gouezeleg dre soubidigezh. E kornôg Belfast e oa hi ha da gentañ ne oa ket ‘met un dornad a vugale. Bremañ ez eus muioc’h evit 400 skoliad enni !

D’ar mare-se e oa bet savet ur seurt gaeltacht kêr e kreizig-kreiz kornôg Belfast, tro Shaw’s Road, ur c’harter katolik ha republikan evel just. Setu perak e oa bet savet ar skol er c’harter-se.

Evit an hanter-kantved deiz ha bloaz, dimerc’her dremenet, ez eus bet plantet gwez gant tud ar skol. Se zo bet un degouezhadenn gaer evit koñsul ar Stadoù-Unanet ha maer Belfast da weladenniñ er skol.

40 skol-vamm e gouezeleg dre soubidigezh a zo bremañ e Norzh-Iwerzhon ha 35 skol gentañ-derez mui daou skolaj. Ha kentelioù iwerzoneg a zo e skolioù e saozneg zo ivez.

 

https://www.bbc.com/news/uk-northern-ireland-58902320

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

International

Belfast : un élu du DUP embarrassé par ses liens avec un club loyaliste lié à la criminalité

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Clicky