Ur « gwaz treuz » a zo ur vaouez hag en en dreuzwisk e paotr hag a reklem bezañ anavezet evel ur gwaz. Lod a zo bet operataet o bronnioù, da lavaret eo n’o deus ket mui bronnioù, evel an aktourez ganadian Ellen Page da skouer. Lod all az a pelloc’h c’hoazh. Reklem a reont ur « faloplastiezh ». Pezh a dalv e vez kalfichet un ibil dezho, gant ur sac’h ouzhpenn.
Pezh zo, evit a sell ouzh ar biologiezh e chom ar « wazed trans » gwir verc’hed. Se zo kaoz e c’hellont c’hoazh tapout ur c’hrign-bev ar mammog hag, evit ar re n’int ket bet operataet o bronnioù, tapout ur c’hrign-bev ar bronnioù, zoken.
Paotr an treuzidentitelezh hag ar « PMA evit an holl » eo Guillaume Chiche, kannad LREM er parlamant. Emañ o paouez kinnig un danvez-lezenn evit ma vefe kemeret e kont ar « baotred treuz » gant diguzhat krignoù-bev ar merc’hed.
Reut kenañ e chom lezennoù ar biologiezh daoust d’an doksa nevez…
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine